Guns N' Roses

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.

Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.
Guns N' Roses
Axl Rose hag ar strollad e 2006

Bro orin Los Angeles, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Hard rock
Bloavezhioù oberiant abaoe 1985
Label(ioù) Geffen Records
Lec'hienn ofisiel gunsnroses.com

Izili Axl Rose
Dizzy Reed
Tommy Stinson
Chris Pitman
Richard Fortus
DJ Ashba
Ron Thal
Frank Ferrer
Izili bet er strollad Tracii Guns
Rob Gardner
Ole Beich
Slash
Izzy Stradlin
Duff McKagan
Steven Adler
Matt Sorum
Gilby Clarke
Paul Tobias
Buckethead
Brian "Brain" Mantia
Robin Finck
Endro Alice Cooper
Sebastian Bach

Guns N'Roses a zo ur strollad hard rock stadunanat, krouet e Ker Los Angeles e 1985. Krouet eo bet diwar daou strollad a gendeuzas, anvet A.L. Guns hag Hollywood Rose. Anavezet voent dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, kenderc'hel a reont da seniñ hiziv an deiz. Embannet o deus ur bladenn e 2008 anvet Chinese Democracy, gortozet abaoe pell e oa. E miz Here 2008 e voe martezeaet o defe gwerzhet 100 milion a bladennoù er bed. Er penn-kentañ e oa diazezet Guns N'Roses war pemp ezel: Axl Rose (kan), Slash (gitar unanel), Izzy Stradlin (gitar lusk), Duff McKagan (gitar boud, gitar ouzhpennet) hag Steve Adler (taboulinoù), e 1990 e voe ouzhpennet un douchennaoueg c'hoariet gant Dizzy Reed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy